Aremorika.
Aremorika.
Sed aze kentañ levrenn Le périple des druides da zont er-maez a-benn ar c’hentañ a viz Mae 2021, e galleg a rankan anzav.
Un taol-degouezh n’eo ket deiz Kala-Mae avat p’am boa lakaet ba’ ma soñj sortial unan bep c’hwec’h miz evit ma vije peurglok ar rummad dindan tri bloaz. Unan nevez da bep koulz-bloaz, unan da geñver Kala-Mae, an hini all da geñver Kala-Goañv, a-beb-eil. Kala-Goañ pe Samonios d’ar Gelted kozh : ar c’hentañ deiz ar bloaz peotramant mare an Hollsent pe Halloween hidiv an deiz. Ur c’haer a brof da lakaat er sitrouilhez pe da enoriñ ar re o roeñviñ etrezek ar c’hornaoueg, hervez an dailh.
Imram an inizi.
Ur stumm kentañ ‘m boa boulc’het e 2004 mes siwazh din oan chomet bourdet da c’houde un 50 pajenn bennaket skrivet e brezhoneg. Imram an inizi oa lakaet da gentañ.
D’ar c’houlz-se ne skriven ken met danevelloù ha dibunañ un istor hir oa ouzhpenn din moarvat. En askont d’ar yezh, ne gredan ket, peuraozañ ar stalikerezh a lârfen kentoc’h.
Se zo kaoz, ur wezh steuñvennet propikoc’h an istor, oa deuet a-zindan ma fluenn c’hallek 1500 pajennad e-korf 2 vloavezh etre 2013 ha 2015.
Un istor evit bras ha bihan, leun a fent hag a lañs, ho po emichañs kement a blijadur o lenn e-giz ‘meus bet o skrivañ. Krouadurioù mojennel evel ar c’horroï, drouizhed sot-nay, kann ha hud e bed ar C’hallianed en IIIvet kantved araok JK. Setu ar pezh vo dispaket dirak daoulagad dispourbellet an nen.
Locataire.
Re hir oa 1500 pajenn a-dra-sur ha dianav a-grenn ar skrivagner anezhe evit bout embannet krenn-ha-krak gant un taol gwialenn-hud. Neuze oa deuet er-maez ur romant berroc’h Locataire gant un embanner a Bariz, « Les indés » e 2016. Amañ-giz-amañ e traoñ Kerne, istor skrijus Jean-Luc Kazeg perc’henn war ur pennti m’emañ e feurmiad John Canari o vakañsiñ e-pad un hir a sizhun, ur viken evit gwir.
Bannac’hoù boeson etre bep div wech ha barradoù follentez diouzh an druilh ken ‘m boa choazet ul lesanv kuit da vout grilhet ha krazet e-barzh meteier an Deskadurezh Stad ma oan sañset da gelenn an dereadegezh d’ar pennoù melen.
Distro d’ar brezhoneg.
Hag a-drugarez d’ar c’henfinadur — geo, geo, emaon e-touesk ar re a soñj dezhe zo un dra vat da bep tra — ha da abadennoù prientiñ ur c’honkour brezhoneg en deus bountet warnon fourañ ma fri e levrioù n’em bije ket lennet a-hent-all (gwa me), zo savet c’hoant din en-dro da skrivañ istorioù brezhonek. Gant an teknik da heul en dro-mañ ken ne chomin ket sac’het e-kreiz ar roudour. Ha peurgendrec’het mar be ezhomm abaoe m’on arru sur ha serten ez eo ret deomp sevel ar bec’h diwarnomp hon-unan.
Plijadur da gaout.
Ur rummad 6 levrenn ennañ eo Le périple des druides a gaso strollad Branogenos an drouiz dall, Kraktos ar pikol ramz gleb, Moritès ar skribiton, Atmarda danvez an druiadez ha kement-all a dud all evel ar priñs Dagolitos, druz evel ur porc’hell, betek en tu all d’ar mor, da Brydonia ha pelloc’h c’hoazh en Norzh war-zu enez Mona. Mat d’an holl en tu all da 12 vloaz.
Chourou zo un deozh brav ! e-giz lâr an den.
Hag ur mañier levrlennadur evit ar reoù tik gant bed ar C’hallianed.
Add Comment